Alex Chilton

Alex Chilton
Alex Chilton war al leurenn e 2004

Anv William Alexander Chilton
Ganet 28 a viz Kerzu 1950
Memphis, Tennessee
Marvet 17 a viz Meurzh 2010
New Orleans
Doare(où) power pop
Benveg(où) gitar
Label(ioù) Ardent Records
New Rose
Bar/None
Rhino Records

Endro Big Star

Alex Chilton (anv gwir William Alexander Chilton, 28 a viz Kerzu 1950 e Memphis, Tennessee17 a viz Meurzh 2010 e New Orleans) a oa ur c'haner, ur gitarour hag ur soner harmonika amerikan. Levezoniñ a reas meur a strollad sonerien evel R.E.M. ha The Replacements, hag a savas un ton anvet Alex Chilton e 1987, a gaver en o fladenn Pleased to Meet Me.

Pa oa krennard e sonas er strollad The Box Tops. O c'hanaouenn The Letter a dizhas renk kentañ ar Billboard Hot 100 e 1967. Alex Chilton ha Chris Bell a savas Big Star e 1971. Ne rejont koulz lavarout tamm berzh ebet, met sonet e voe o c'hanaouennoù gant meur a soner all, ha brudet e voent evel sonaozerien ha doujet gant ar vurutellerien. Goude divodañ Big Star e kendalc'has Chilton da seniñ e-unan hag e produas pladennoù sonerien all, evel The Cramps.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy